Feminism on the roads

Deomp da zizoleiñ C'hwi a gano

00:00:00
00:33:26
4 février 2019
 Ar miz-mañ ez eomp da zizoleiñ ar stirad C'hwi a gano. An eil koulzad a oa bet troet e miz Eost paseet. Ar raktres-se oa bet sikouret gant ar Redadeg e 2018. Ar stirad-se a gont istor Lili ar Vern, ur grennardez e lise An Nor Digor, ul lise arzel. Er rann-mañ e adkavoc'h atersadennoù gant tud hag a oa o sikour mod-pe-vod pe e vefe war an treiñ, merañ al logistik, an dremmlivaj pe ar c'hlinkladurioù. Da heul e vo ul lodenn eus ar ganaouenn "Astenn an amzer" kanet da vare an nozvezh "avant-première". Goude-se e c'helloc’h klevet ur prantad displegadenn hag eskemm etre an div sevenourez Perynn Bleunven ha Justine Morvan hag ar publik. Da echuiñ e klevoc’h un atersadenn gant teir aktourez eus ar stirad ha disoc'hoù ar vot evit ar gwellañ aktour.   Gallout a rit adkavout rannoù kentañ ar stirad war chadenn youtube C'hwi a gano (https://www.youtube.com/channel/UCX9vQTrFYVHWEeAaKbgHYPw). Deomp da zizoleiñ a zo ur podcast savet ha frammet gant Aziliz Peaudecerf, liseadez ha kazetennerez yaouank.    Jingle : Music promoted by La Musique Libre Not The King - Ice Tea : youtu.be/xYI0Rrnk1Jo Not The King : @coreygagne  

Scroll to top